1 Danevelloù 21:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 David a lavaras da Joab ha da bennoù ar bobl: Kit, grit an niveradeg eus Israel, adalek Beer-Sheba betek Dan, ha degasit anezhi din, evit ma ouezin an niver.
Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiñ a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e gouelec'h Beer-Sheba.
Aliañ a ran neuze ma vefe dastumet holl Israel en-dro dit, adalek Dan betek Beer-Sheba, ken niverus hag an traezh a zo war vord ar mor, ha ma'z afes-te da-unan d'an emgann.
Hag an AOTROU a gasas ar vosenn war Israel, adalek ar mintin betek an amzer merket, hag e varvas er bobl adalek Dan betek Beer-Sheba dek mil den ha tri-ugent.
hag e voe divizet embann dre holl Israel, adalek Beer-Sheba betek Dan, dont d'ober ar Pask d'an AOTROU Doue Israel da Jeruzalem, rak abaoe pell amzer ne oa ket bet graet hervez ar pezh a zo skrivet.
Ha gant aon n’en em c’hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioù-se, eo bet lakaet din em c’hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c’hrabanata, evit n’en em uhelafen ket.
Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.