Joab mab Zeruja en doa staget gant o niveradeg, met n'echuas ket rak ar gounnar a zeuas war Israel en abeg da-se. Hag o niver ne oa ket kontet e niveradeg Danevelloù ar roue David.
An holl re-se a voe mibien Aser, pennoù tiez o zadoù, tud an dibab, brezelourien galonek, pennoù ar renerien, o niver a oa c'hwec'h mil warn-ugent, merket el lignezouriezh evit ar brezel.
Pa ri kont mibien Israel evit o niveradeg, pep hini anezho a raio ur prof d'an AOTROU evit daspren e ene pa vint niveret, ha ne vint skoet a c'houli ebet pa vint niveret.
Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.