Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 20:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Goude-se e voe ur brezel e Gezer a-enep ar Filistined. Sibbekai an Hushaiad a lazhas Sippai, unan eus mibien Rafa, hag e voent izelaet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 20:4
9 Iomraidhean Croise  

D'ar pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ a zeuas hag a bilas ar Refaim en Ashterod-Karnaim, ar Zuzim en Ham, an Emim e Shave-Kiriataim,


Bez' e voe brezel etre ar Filistined hag Israel. David a ziskennas gant e servijerien, hag e stourmjont a-enep ar Filistined. David a oa gwall-skuizh.


Jishbi-Benob, unan eus mibien Rafa hag en doa ur goaf a boueze tri c'hant sikl arem, a oa gourizet a-nevez hag en doa c'hoant da skeiñ war Zavid.


Sibbekai an Hushaiad, Ilai an Akoakiad,


David a reas evel m'en doa gourc'hemennet dezhañ Doue, hag e skojont war gamp ar Filistined abaoe Gabaon betek Gezer.


An eizhvet, evit an eizhvet miz, a oa Sibbekai an Hushaiad, eus tiegezh ar Zerakiz; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.


roue Eglon, unan; roue Gezer, unan;


hag e tiskenne war-zu ar c'huzh-heol da harz ar Jafletiz ha da harz Bet-Horon-Izel, ha betek Gezer, hag e tape ar mor.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan