Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 20:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, Joab a gasas al lod brasañ eus an arme da zistrujañ bro mibien Ammon, hag ez eas da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem, ha Joab a bilas Rabba hag a zistrujas anezhi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 20:1
15 Iomraidhean Croise  

Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, David a gasas Joab, ha gantañ e servijerien hag holl Israel, da zistrujañ bro mibien Ammon ha da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem.


Pa voe erruet David e Mahanaim, Shobi mab Nakash eus Rabba eus mibien Ammon, Makir mab Amiel eus Lodebar, ha Barzilhai ar Galaadad eus Rogelim,


Ar profed a dostaas ouzh roue Israel hag a lavaras dezhañ: Kae, en em greñva, evesha ha gouez ar pezh ac'h eus d'ober, rak a-benn ur bloaz, roue Siria a bigno ez enep.


Ur bloaz goude, Ben-Hadad a niveras ar Siriz hag a bignas da Afek, evit stourm a-enep Israel.


Hag Elizea a varvas hag e voe sebeliet. Er bloaz war-lerc'h, bagadoù Moab a zeuas er vro.


Servijerien Hadarezer, o welout e oant bet pilet gant Israel, a reas peoc'h gant David, hag e voent sujet dezhañ. Hag ar Siriz ne fellas ken dezho skoazellañ mibien Ammon.


Setu, me a grouas ar gov a c'hwezh war ar glaou entanet, hag a denn ac'hano ur benveg evit e labour, ha me a grouas an distrujer evit freuzañ.


Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,


evit ma teuzo ar c'halonoù ha ma kresko ar c'houzañverien e-kichen an holl zorojoù. Kemeret em eus ar c'hleze gourdrouzus. A! Graet eo evit luc'hediñ, lemmet eo evit lazhadegañ.


Hag e lakain Rabba da vezañ ur peuriñ evit ar c'hañvaled, ha bro mibien Ammon ur c'hraou evit an deñved, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Enaouiñ a rin e mogerioù Rabba un tan a lonko he falezioù gant trouz ar youc'hoù da zeiz an emgann, e-kreiz an arnev, da zevezh ar barr-avel.


Og, roue Basan, a oa e-unan manet e dilerc'h ar Refaim. E wele a oa ur gwele houarn, ha n'emañ ket e Rabbad e-touez mibien Ammon? E hirder a zo nav ilinad, e ledander pevar ilinad, a ilinad den.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan