Furoc'h e oa eget den ebet, eget Etan an Ezrakiad, hag eget Heman, Kalkol ha Darda, mibien Makol. E vrud en em skuilhas e-touez an holl vroadoù tro-war-dro.
Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.