C'hoarvezout a reas en amzer renadur ar varnerien, ma voe un naonegezh er vro. Un den eus Betlehem Juda a yeas da chom e maezioù Moab, gant e wreg hag e zaou vab.
Hag e kerzhjont o-div betek ma en em gavjont e Betlehem. Evel ma'z aent e-barzh Betlehem, ar gêr a-bezh a voe strafuilhet en abeg dezho, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Naomi?
An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoù! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heñvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!