25 Mibien Jerakmeel kentañ-ganet Hezron a voe: Ram e gentañ-ganet, Buna, hag Oren hag Ozem ganet eus Akija.
Hag Akish a lavare: Pelec'h hoc'h eus graet hoc'h argad hiziv? Ha David a responte: Etrezek kreisteiz Juda, etrezek kreisteiz Jerakmeel, etrezek kreisteiz ar Genianed.
Goude marv Hezron e Kaleb-Efrata, Abija gwreg Hezron a c'hanas dezhañ Ashur tad Tekoa.
Jerakmeel en doe ur wreg all anvet Atara, a voe mamm da Onam.
Ar vibien bet ganet da Hezron a voe: Jerakmeel, Ram, Kelubai.
Ar re-se a oa mibien Ehud; ar re-se a oa pennoù tadoù tud Geba, hag e voent treuzdouget da Vanahad: