1 Danevelloù 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
23 Geshur hag Aram a gemeras dezho bourc'h Jair hag hini Kenad gant he c'hêriadennoù tro-dro, tri-ugent kêr. An holl re-se a voe mibien Makir tad Galaad.
mab Geber e Ramod-Galaad, ha dezhañ e oa bourc'hioù Jair mab Manase e Galaad, hag ivez rannvro Argob e Basan ha tri-ugent kêr gant mogerioù ha barrennoù arem;
Jair mab Manase a gemeras holl rannvro Argob betek harz ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed hag a roas e anv da vourc'hioù Basan, galvet Bourc'hioù Jair betek hiziv.
Hogen mibien Israel ne gasas ket kuit ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, met ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed a zo chomet e-kreiz Israel betek hiziv.