22 Segub a voe tad da Jair, en doe teir c'hêr warn-ugent e bro C'halaad.
Goude-se Hezron a yeas etrezek merc'h Makir tad Galaad, hag he c'hemeras en oad a dri-ugent vloaz; hi a c'hanas dezhañ Segub.
Geshur hag Aram a gemeras dezho bourc'h Jair hag hini Kenad gant he c'hêriadennoù tro-dro, tri-ugent kêr. An holl re-se a voe mibien Makir tad Galaad.
Moizez a roas Galaad da Vakir mab Manase, a chomas enni.
Jair mab Manase a yeas da gemer ar bourc'hioù; o galvas Bourc'hioù Jair.
Jair mab Manase a gemeras holl rannvro Argob betek harz ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed hag a roas e anv da vourc'hioù Basan, galvet Bourc'hioù Jair betek hiziv.
Roet em eus Galaad da Vakir.
O douaroù a voe adalek Mahanaim ar Basan en e bezh, hag holl rouantelezh Og roue Basan, hag holl c'hêriadennoù Jair a zo e Basan, tri-ugent kêr.