Absalom a lakaas Amasa da benn an arme e-lec'h Joab. Amasa a oa mab d'un den anvet Jitra an Israelad, a oa aet da gavout Abigail merc'h Nakash, c'hoar Zeruja, mamm Joab.
Ha David a lavaras: Petra am eus d'ober ganeoc'h mibien Zeruja, pa'z oc'h hiziv va enebourien? Hag e lakain d'ar marv unan bennak hiziv en Israel? Daoust ha n'ouzon ket e teuan hiziv da vezañ roue war Israel?
Joab mab Zeruja, gant tud David, a yeas er-maez ivez, hag en em gavjont war-zu lenn Gabaon. Un darn en em zalc'he en tu-mañ d'al lenn, ha darn all en tu all d'al lenn.
Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!
David a gomzas da Akimelek an Hitit ha da Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag a lavaras: Piv a ziskenno ganin da gavout Saül d'ar c'hamp? Hag Abishai a respontas: Me a ziskenno ganit.