Hag e kasjont Asael ganto, hag e sebeilhjont anezhañ e bez e dad e Betlehem. Ha Joab hag e dud a gerzhas an nozvezh-pad, ha da c'houloù-deiz ec'h errujont en Hebron.
Hogen bez' e oa David, mab un Efratiad eus Betlehem Juda anvet Jese, hag en doa eizh mab. An den-se, en amzer Saül, a oa kozh, war an oad e-touez an dud.
Tri mab brasañ Jese a oa aet hag o doa heuliet Saül er brezel. Anvioù e dri mab aet d'ar brezel a oa: ar c'hentañ-ganet Eliab, an eil Abinadab, an trede Shamma.
Ha pa glevas Eliab e vreur henañ e komze d'an dud-se, kounnar Eliab a entanas a-enep David, hag e lavaras: Perak ez out diskennet? Gant piv ec'h eus lezet an nebeud deñved-se er gouelec'h? Anavezout a ran da lorc'h ha drougiezh da galon. Diskennet out evit gwelout an emgann.