Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 19:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Hag Hanun a dapas servijerien David, a douzas anezho, a droc'has o dilhad dre ar c'hreiz betek krec'h an divorzhed, hag o c'hasas kuit.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 19:4
14 Iomraidhean Croise  

Met pennoù mibien Ammon a lavaras da Hanun: Ha soñjal a rez e vefe kaset frealzerien gant David evit enoriñ da dad? Ha n'eo ket evit imbourc'hiñ, distrujañ ha spiañ ar vro ez eo deuet e servijerien da'z kavout?


Hag e teujod da lavarout da Zavid ar pezh a oa bet graet d'an den-se, hag e kasas tud en arbenn dezho, rak mezhek-tre e oa an dud-se. Ar roue a lavaras dezho: Chomit e Jeriko ken na vo bountet ho parv, ha neuze e tistroiot.


Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.


rentañ a reont din an droug evit ar mad, va ene a zo en dilez.


Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.


evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.


e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezañ graet flañchoù dezho o-unan, gant profoù hag ezañs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.


Rak pep penn a vo moal, pep barv a vo troc'het, war bep dorn e vo flañchoù, ha war an divgroazell e vo seier.


Ne droc’hot ket e kelc’h kornioù ho plev, ha ne douzi ket kornioù da varv.


Kas a reas dezho c’hoazh ur servijer all, met e veinata a rejont, e c’hloazjont en e benn hag e kasjont anezhañ kuit goude bezañ graet dezhañ meur a zismegañs.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan