David a lavaras: Madelezhus e vin e-keñver Hanun mab Nakash, rak e dad a zo bet madelezhus em c'heñver. David a gasas kannaded evit e frealziñ diwar-benn e dad. Servijerien David a zeuas da vro mibien Ammon da gavout Hanun, evit e frealziñ.
Met, o welout e oa Nakash roue mibien Ammon o tont a-enep deoc'h, hoc'h eus lavaret din: Nann! Met ur roue a reno warnomp. Ha kement-se petra bennak ma oa an AOTROU ho Toue, ho roue.