8 Degas a reas ivez eus Tibkad hag eus Kun, kêrioù Hadarezer, arem e-leizh. Salomon a reas gantañ ar mor arem, ar c'holonennoù hag al listri arem.
Degas a reas ivez eus Betak hag eus Berotai, kêrioù Hadadezer, arem e-leizh.
David a gemeras ar skoedoù aour a oa gant servijerien Hadarezer, hag a zegasas anezho da Jeruzalem.
Tohu roue Hamad a ouezas en doa trec'het David holl arme Hadarezer roue Zoba,
Setu, em zrubuilhoù em eus kempennet evit ti an AOTROU kant mil talant aour hag ur milion a dalantoù arc'hant, hag arem hag houarn e-leizh, na c'heller ket pouezañ. Kempennet em eus ivez koad ha mein, hag e lakai ouzhpenn.
Dirak an ti e reas div golonenn a bemp ilinad ha tregont a hirder, hag an dogenn a oa war o fenn he doa pemp ilinad.
Huram a reas ar podoù, ar palioù hag an hanafoù. Hag Huram a echuas da ober al labour a rae evit ar roue Salomon e ti Doue: