7 David a gemeras ar skoedoù aour a oa gant servijerien Hadarezer, hag a zegasas anezho da Jeruzalem.
An aberzhour a roas d'ar pennoù a gantoù goafioù ha skoedoù a oa bet d'ar roue David hag a oa e ti Doue.
David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.
Degas a reas ivez eus Tibkad hag eus Kun, kêrioù Hadarezer, arem e-leizh. Salomon a reas gantañ ar mor arem, ar c'holonennoù hag al listri arem.