David a gemeras digantañ mil karr, seizh mil marc'heger hag ugent mil troadeg. Troc'hañ a reas jaritelloù ar c'hezeg eus an holl girri, met mirout a reas kant karr.
Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas mil talant arc'hant evit goprañ kirri ha marc'hegerien e-kichen ar Siriz eus Mezopotamia hag ar Siriz eus Maaka ha Zoba.
Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron.