Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 17:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 reiñ a rin ul lec'h da'm fobl Israel hag e plantin anezho, hag e vint o chom el lec'h-se, ha ne vint ken dilec'hiet; mibien an direizhder ne wastint ken anezho evel diagent,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 17:9
21 Iomraidhean Croise  

abaoe an deizioù ma em eus lakaet barnerien war va fobl Israel. Izelaet em eus da holl enebourien, hag e kemennan dit penaos an AOTROU a savo un ti dit.


bet on ganit dre holl lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv evel anv ar re vras a zo war an douar,


O Doue! Klevet hon eus gant hon divskouarn, hon tadoù o deus disklêriet deomp an oberenn ac'h eus graet en o amzer, en deizioù a-wechall.


va dorn a vo dalc'hmat gantañ, ha va brec'h en kreñvaio.


An den reizh a gresko evel ar wezenn-balmez, sevel a raio evel sedrezenn al Liban.


Hag e c'hoarvezas, pell goude, penaos e varvas roue an Ejipt. Mibien Israel a hirvoude abalamour d'o sklaverezh, hag a grias. O c'hriadennoù a bignas war-zu Doue eus o sklaverezh.


Emañ da vibien o tont buan, da zistrujerien ha da waskerien a yelo er-maez eus da greiz.


Ne vo ken klevet komz eus feulster ez pro, nag eus gwastoù nag eus distruj e-barzh da harzoù, met envel a ri da vogerioù: Silvidigezh, ha da zorojoù: Meuleudi.


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Hag e sellin outo gant ul lagad madelezhus, hag o degasin en-dro d'ar vro-mañ, hag e tiazezin anezho ha n'o distrujin ken, hag e plantin anezho ha n'o zennin ken.


Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.


Dre da furnez ha da skiant ec'h eus daspugnet pinvidigezhioù, ha dastumet aour hag arc'hant ez teñzorioù.


O zennañ a rin a-douez ar pobloù, o dastum a rin a-douez ar broioù, o degas a rin d'o bro en-dro, hag o lakain da beuriñ war menezioù Israel, war vord ar gwazhioù-dour, en holl lec'hioù annezet ar vro.


Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.


Hag o flantin war o douar, ha ne vint ken displantet eus o douar am eus roet dezho, eme an AOTROU da Zoue.


Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.


Doue a sec’ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c’hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan