1 Danevelloù 17:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 bet on ganit dre holl lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv evel anv ar re vras a zo war an douar,
Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac'hanout e kement lec'h ma'z i, hag e tegasin ac'hanout er vro-mañ rak ne zilezin ket ac'hanout ken em bo graet ar pezh am eus lavaret.
bet on ganit e kement lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv bras, evel anv ar re vras a zo war an douar,
Met nebeut a dra eo da'z taoulagad, o Doue! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell, hag ec'h eus sellet ouzhin evel ouzh un den a renk uhel, o AOTROU Doue!
Bremañ e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Da gemeret em eus er peurvanoù e-kichen an deñved, evit bezañ penn war va fobl Israel,
reiñ a rin ul lec'h da'm fobl Israel hag e plantin anezho, hag e vint o chom el lec'h-se, ha ne vint ken dilec'hiet; mibien an direizhder ne wastint ken anezho evel diagent,
Hag ez eus bet ivez rouaned galloudus e Jeruzalem, hag o deus renet war an tiriadoù en tu all d'ar stêr, hag e veze paeet dezho truajoù, tailhoù ha gwirioù tremen.
D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU, a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.