Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 17:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Bremañ e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Da gemeret em eus er peurvanoù e-kichen an deñved, evit bezañ penn war va fobl Israel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 17:7
13 Iomraidhean Croise  

David a lavaras da Vikal: Dirak an AOTROU eo, eñ hag en deus va dibabet kentoc'h eget da dad hag e holl di evit va lakaat da rener war bobl an AOTROU, war Israel. Dirak an AOTROU eo ez on bet laouen.


Bremañ e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Da gemeret em eus er peurvanoù e-kichen an deñved, evit bezañ penn war va fobl Israel,


E pep lec'h ma em eus kerzhet gant holl Israel, daoust hag em eus komzet diwar-benn-se da unan eus barnerien Israel am boa gourc'hemennet dezho peuriñ va fobl, o lavarout: Perak n'hoc'h eus ket savet din un ti?


bet on ganit dre holl lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv evel anv ar re vras a zo war an douar,


met bremañ em eus dibabet Jeruzalem evit ma vo va anv enni, ha dibabet em eus David da vezañ war va fobl Israel.


Ha te, Betlehem, douar Juda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac’hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel.


kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na’z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud bev.


David a yae hag a zistroe digant Saül da vêsa deñved e dad e Betlehem.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan