1 Danevelloù 17:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 Rak n'on ket bet o chom en un ti abaoe an deiz ma em eus lakaet Israel da bignat betek hiziv, met bet on eus teltenn da deltenn, hag eus un tabernakl d'egile.
Degas a rejont eta arc'h an AOTROU, hag e lakajont anezhi en e lec'h, e-kreiz an deltenn en doa savet David. Ha David a ginnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.
Rak n'on ket bet o chom en un ti abaoe an deiz ma em eus lakaet mibien Israel da bignat eus an Ejipt betek hiziv, met kerzhet em eus amañ hag ahont dindan un deltenn hag un tabernakl.
Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus an Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, met em eus dibabet David da vezañ war va fobl Israel.
Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Met piv en defe ar galloud da sevel dezhañ un ti, pa ne c'hellont ket e genderc'hel an neñvoù ha neñvoù an neñvoù? Ha piv on-me evit sevel dezhañ un ti, ma ne vefe nemet da lakaat da vogediñ dirazañ?
Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar gant an dud? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus bro Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, ha ne'm eus dibabet den ebet da vezañ rener war va fobl Israel,