Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 17:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Eñ eo a savo din un ti, ha me a startaio e dron da viken.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 17:12
21 Iomraidhean Croise  

En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


Setu emaon e-sell da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evel m'en deus disklêriet an AOTROU da Zavid va zad o lavarout: Da vab, a lakain ez lec'h war da dron, a vo an hini a savo un ti da'm anv.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Rak ennañ e chom holl leunder an Doueelezh en e gorf,


rak ret eo dezhañ ren, betek ma en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid.


Mirout a rin dezhañ va madelezh da viken, ha va emglev a zo asuret dezhañ.


Graet em eus un emglev gant an hini am eus dibabet. Graet em eus ul le da Zavid va servijer, o lavarout:


Ha respontet o deus deomp evel-henn: Ni a zo servijerien Doue an neñvoù hag an douar, hag ec'h adsavomp an ti a oa bet savet gwechall pell 'zo; ur roue bras eus Israel en doa e savet hag echuet.


Koulskoude ne vo ket te a savo an ti-mañ, met da vab, a zeuio ac'hanout, a vo an hini a savo an ti-mañ da'm anv.


Pa vo peurechu da zeizioù hag ez i kuit gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, unan eus da vibien, ha me a startaio e ren.


Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab, ha ne lamin ket digantañ va gras, evel ma em eus he zennet digant an hini a oa ez raok.


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


Startaat a rin da lignez da viken, hag e tiazezin da dron evit an holl oadoù.  Ehan


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan