Degas a rejont eta arc'h an AOTROU, hag e lakajont anezhi en e lec'h, e-kreiz an deltenn en doa savet David. Ha David a ginnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.
Ar roue en deus kaset evit mont gantañ an aberzhour Zadok, ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, o deus graet dezhañ pignat war vulez ar roue.
Degas a rejont eta arc'h Doue, hag e lakajont anezhi e-kreiz an deltenn en doa savet David. Hag e voe kinniget loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak Doue.
Rak n'on ket bet o chom en un ti abaoe an deiz ma em eus lakaet Israel da bignat betek hiziv, met bet on eus teltenn da deltenn, hag eus un tabernakl d'egile.
Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.
Diwar-benn oberoù ar roue David, ken ar re gentañ evel ar re ziwezhañ, setu, emaint skrivet e levr Samuel an diouganer, e levr Natan ar profed, hag e levr Gad ar gwelour,
Daoust hag e reni dre ma en em veulez da implijout sedrez? Ha n'en deus ket da dad evet ha debret? Met ober a rae hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, hag ez ae mat an traoù gantañ.
Gortoz a raec'h kalz, ha setu nebeut eo bet! E gaset hoc'h eus d'ar gêr, met c'hwezhet em eus warnañ. Perak? eme AOTROU an armeoù. En abeg da'm zi, dre ma'z eo gwastet, e-pad ma hast pep hini evit e di e-unan.