Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 16:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Kanit dezhañ, salmit dezhañ, komzit eus e holl vurzhudoù!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 16:9
16 Iomraidhean Croise  

Lakait ho kloar en e anv santel! Ra laouenaio kalon ar re a glask an AOTROU!


Disklêriit e c'hloar e-touez ar broadoù, e vurzhudoù e-touez an holl bobloù!


Meulit an AOTROU , pedit e anv, roit da anavezout e-touez ar pobloù e oberoù bras!


Az pez soñj da veuliñ e oberennoù, a zo bet kanet gant an dud;


da reiñ da anavezout da vibien an dud da oberoù bras, ha meurded glorius da rouantelezh.


Embannet em eus da reizhder er vodadeg vras. Setu, ne zalc'han ket serret va muzelloù, anavezout a rez kement-se, o AOTROU!


O Doue! Va c'helennet ec'h eus adalek va yaouankiz, ha betek vremañ em eus embannet da vurzhudoù.


Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eñvor dirazañ, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus soñj eus e anv.


Goude m’o doe kanet ur c’hantik, ez ejont da Venez an Olived.


komzit etrezoc’h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a galon meuleudioù d’an Aotrou.


Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.


Ha bez’ ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez’ ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan