Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 16:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Hag e lakaas Levited evit ober ar servij dirak arc'h an AOTROU , evit eñvoriñ, trugarekaat ha meuliñ an AOTROU Doue Israel:

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 16:4
25 Iomraidhean Croise  

Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.


Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.


Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas anezhi El-Elohe-Israel.


Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn:


David a lavaras da bennoù al Levited dibab o breudeur, ar ganerien, gant o binvioù, lourennoù, telennoù ha simbalennoù, evit seniñ hag ober klevout o mouezhioù gant levenez.


Hag e lodennas d'an holl Israeliz, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin.


Azaf ar penn, Zakaria an eil, Jeiel, Shemiramod, Jehiel, Matitia, Eliab, Beneja, Obed-Edom, Jeiel. Ganto e oa binvioù, lourennoù ha telennoù, hag Azaf a sone gant simbalennoù.


Meulit an AOTROU , pedit e anv, roit da anavezout e-touez ar pobloù e oberoù bras!


David, gant Zadok a-douez mibien Eleazar hag Akimelek a-douez mibien Itamar, a rannas anezho hervez o c'hargoù en o servij.


David ha pennoù an arme a lakaas a-du, evit ar servij, a-douez mibien Azaf, Heman ha Jedutun, ar re a oa profeded gant telennoù, gant lourennoù ha gant simbalennoù. Ha setu niver an dud implijet evit ar servij-se, hervez o c'harg:


Setu amañ ar re a voe lakaet gant David da eeunañ ar c'han e ti an AOTROU , adal ma voe an arc'h en ul lec'h diskuizh.


ha pa voe unanet, evel un den hepken, ar re a sone an trompilhoù gant ar re a gane, o reiñ da glevout o mouezhioù a-unvan evit meuliñ ha trugarekaat an AOTROU, gant son an trompilhoù, ar simbalennoù hag ar binvioù all, hag o veuliñ an AOTROU o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken! e c'hoarvezas ma voe leuniet ti an AOTROU gant ur goabrenn.


Pa daolas ar vañsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoù, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoù, evit meuliñ an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel.


Pennoù al Levited a oa: Hashabia, Sherebia, Jezua mab Kadmiel, hag o breudeur a-dal dezho, evit meuliñ ha trugarekaat, hervez gourc'hemenn David den Doue, ul lez-kanañ o respont d'egile.


Va ene, bennig an AOTROU, ha n'ankounac'ha hini eus e vadoberoù!


Ho pet soñj eus ar burzhudoù en deus graet, eus e virakloù hag eus barnedigezhioù e c'henoù,


Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!


Salm David. Na gounnar ket a-enep ar re fall, na'z pez ket avi ouzh ar re a ra an droug.


D'ar mestr-kaner; salm David; da vezañ un eñvor.


Benniget ra vo an AOTROU Doue, Doue Israel, an hini hepken a ra traoù burzhudus.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan