23 Kanit d'an AOTROU , tud an douar holl! Embannit e silvidigezh a zeiz da zeiz!
Disklêriit e c'hloar e-touez ar broadoù, e vurzhudoù e-touez an holl bobloù!
Kanit dezhañ, salmit dezhañ, komzit eus e holl vurzhudoù!
AOTROU, lakaet ec'h eus va ene da adpignat eus lec'h ar marv. Va degaset ec'h eus en-dro d'ar vuhez, a-douez ar re a ziskenn d'ar poull.
Embannet em eus da reizhder er vodadeg vras. Setu, ne zalc'han ket serret va muzelloù, anavezout a rez kement-se, o AOTROU!
Va genoù a embanno bemdez da reizhder ha da zieubidigezhioù, rak n'anavezan ket an niver anezho.
Mari a responte dezho: Kanit d'an AOTROU rak uhel-meurbet eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc'h hag e varc'heger.
Kanit d'an AOTROU rak graet en deus traoù burzhudus, ra vint anavezet gant an douar holl!