Pa c'houlenno ouzhit da vab un deiz: Petra eo kement-se? Lavarout a ri dezhañ: Gant e zorn kreñv an AOTROU en deus hon tennet eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh;
Moizez a lavaras d'ar bobl: Ho pet soñj eus an deiz-se, ma'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, rak an AOTROU en deus ho tennet ac'hane gant un dorn kreñv. Ra ne vo ket debret bara goet.
rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c’hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.