Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 16:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Lakait ho kloar en e anv santel! Ra laouenaio kalon ar re a glask an AOTROU!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 16:10
16 Iomraidhean Croise  

Me a gar ar re am c'har, hag ar re am c'hlask am c'hav.


Bennigañ a rin an AOTROU e pep amzer, e veuleudi a vo dalc'hmat em genoù.


Va c'hlask a reot, hag em c'havot, dre ma klaskot ac'hanon a-greiz-kalon.


Gant an AOTROU e vo reishaet holl lignez Israel, hag e kavint gloar ennañ.


Ne'm eus ket komzet e kuzh, nag en ul lec'h teñval eus an douar, ne'm eus ket lavaret da lignez Jakob: Va c'hlaskit en aner. Me eo an AOTROU, an hini a zisklêr ar pezh a zo reizh hag a gemenn ar pezh a zo eeun.


Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


Kanit dezhañ, salmit dezhañ, komzit eus e holl vurzhudoù!


Klaskit an AOTROU hag e nerzh, klaskit dalc'hmat e zremm!


Bremañ lakait ho kalonoù hag hoc'h ene da glask an AOTROU ho Toue, savit, grit ur santual d'an AOTROU Doue, evit degas arc'h emglev an AOTROU ha listri santel Doue d'an ti a zle bezañ savet da anv an AOTROU .


Hag holl Juda a laouenaas diwar-benn al le-se, dre m'o doa touet a-greiz o holl galon, ha m'o doa klasket an AOTROU gant o holl youl. Hag e gavet o doa, hag an AOTROU a roas diskuizh dezho a bep tu.


Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken!


Va ene a gavo gloar en AOTROU, ar re hegarat a glevo hag a laouenaio.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan