Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 15:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 David a zastumas holl Israel e Jeruzalem, evit degas arc'h an AOTROU betek al lec'h en doa kempennet dezhi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 15:3
13 Iomraidhean Croise  

Hag e voe komzet ouzh ar roue David o lavarout: An AOTROU en deus benniget ti Obed-Edom ha kement a zo dezhañ, abalamour da arc'h Doue. Neuze ez eas David, hag e tegasas arc'h Doue eus ti Obed-Edom da gêr David, gant levenez.


Degas a rejont eta arc'h an AOTROU, hag e lakajont anezhi en e lec'h, e-kreiz an deltenn en doa savet David. Ha David a ginnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.


Neuze Salomon a zastumas henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, e Jeruzalem dirak ar roue Salomon, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.


Ha David a lavaras da holl vodadenn Israel: Mar kavit mat, ha mard eo a-berzh an AOTROU hon Doue, kasomp etrezek hor breudeur all a zo o chom en holl rannvroioù Israel, hag ivez etrezek an aberzhourien hag al Levited en o c'hêrioù hag o fabourzioù, evit ma en em zastumint ganeomp,


David a zastumas eta holl Israel, adalek ar Shihor en Ejipt betek digor Hamad, evit degas arc'h Doue eus Kirjad-Jearim.


David a savas tiez evitañ e-unan e kêr David, hag e kempennas ul lec'h evit arc'h Doue, hag e savas un deltenn eviti.


hag e lavaras dezho: C'hwi hag a zo pennoù tadoù al Levited, en em santelait, c'hwi hag ho preudeur, ha degasit arc'h an AOTROU Doue Israel betek al lec'h ma em eus kempennet dezhi.


Degas a rejont eta arc'h Doue, hag e lakajont anezhi e-kreiz an deltenn en doa savet David. Hag e voe kinniget loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak Doue.


Salomon a gomzas ouzh holl Israel, ouzh ar pennoù a vilieroù hag a gantoù, ouzh ar varnerien, ouzh holl re vras Israel a-bezh, ar pennoù tadoù.


Met David en doa degaset arc'h Doue eus Kirjad-Jearim d'al lec'h en doa kempennet, rak savet en doa eviti un deltenn e Jeruzalem.


Neuze Salomon a zastumas e Jeruzalem henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.


Kemer a reas an Testeni hag en lakaas en arc'h, hag e lakaas ar barrennoù d'an arc'h, hag e lakaas al lec'h-a-drugarez war an arc'h, dreist.


Degas a rejont ar pezh en doa gourc’hemennet Moizez dirak teltenn an engalv, hag an holl vodadenn a dostaas hag en em zalc’has dirak an AOTROU.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan