Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 15:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 David a savas tiez evitañ e-unan e kêr David, hag e kempennas ul lec'h evit arc'h Doue, hag e savas un deltenn eviti.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 15:1
14 Iomraidhean Croise  

Hag ar roue a lavaras: Ra en em denno d'e di, ha ra chomo hep gwelout va dremm. Hag Absalom en em dennas d'e di hep gwelout dremm ar roue.


David a annezas er c’hreñvlec’h, a anvas ker David. Sevel a reas tro-dro dezhi adalek Milho betek an diabarzh.


Hag e voe komzet ouzh ar roue David o lavarout: An AOTROU en deus benniget ti Obed-Edom ha kement a zo dezhañ, abalamour da arc'h Doue. Neuze ez eas David, hag e tegasas arc'h Doue eus ti Obed-Edom da gêr David, gant levenez.


Degas a rejont eta arc'h an AOTROU, hag e lakajont anezhi en e lec'h, e-kreiz an deltenn en doa savet David. Ha David a ginnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.


hag e lavaras dezho: C'hwi hag a zo pennoù tadoù al Levited, en em santelait, c'hwi hag ho preudeur, ha degasit arc'h an AOTROU Doue Israel betek al lec'h ma em eus kempennet dezhi.


David a zastumas holl Israel e Jeruzalem, evit degas arc'h an AOTROU betek al lec'h en doa kempennet dezhi.


Degas a rejont eta arc'h Doue, hag e lakajont anezhi e-kreiz an deltenn en doa savet David. Hag e voe kinniget loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak Doue.


Setu amañ ar re a voe lakaet gant David da eeunañ ar c'han e ti an AOTROU , adal ma voe an arc'h en ul lec'h diskuizh.


Met David en doa degaset arc'h Doue eus Kirjad-Jearim d'al lec'h en doa kempennet, rak savet en doa eviti un deltenn e Jeruzalem.


Neuze Salomon a zastumas e Jeruzalem henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.


ken na'm bo kavet ul lec'h evit an AOTROU, ur chomlec'h evit Galloudeg Jakob!


Eñ a gavas trugarez dirak Doue hag a c’houlennas sevel ur chomlec’h da Zoue Jakob,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan