Tri eus an tregont penn a ziskennas hag a zeuas, en amzer an eost, da gavout David, e kev Adullam, pa oa ur bagad Filistined o kampiñ e traonienn ar Refaim.
David a c'houlennatas Doue o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras: Pign, o lakaat a rin etre da zaouarn.
Ar Filistined a ouezas e oa bet olevet David evel roue war holl Israel, hag an holl Filistined a bignas da glask David. David en klevas hag a yeas er-maez a-enep dezho.