Bremañ e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Da gemeret em eus er peurvanoù e-kichen an deñved, evit bezañ penn war va fobl Israel,
Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder.
Met nebeut a dra eo da'z taoulagad, o Doue! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell, hag ec'h eus sellet ouzhin evel ouzh un den a renk uhel, o AOTROU Doue!
Hag e roin da'z servijerien a droc'ho pe a ziskaro ar c'hoad, ugent mil kor gwinizh dornet, ugent mil kor heiz, ugent mil bat gwin, ugent mil bat eoul.
Mar tavez en amzer-mañ, sikour ha silvidigezh a savo eus ul lec'h all bennak, met te ha ti da dad a yelo da get. Ha piv a oar ha n'eo ket evit un amzer evel houmañ ez out deuet d'ar rouantelezh?
Hag an dra guzhet-se a zo bet diskuliet din, nann dre ur furnez a vefe ennon muioc'h eget en den bev ebet, met evit ma vefe roet an disklêriadenn d'ar roue, ha mac'h anavezfes soñjoù da galon.
Mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, en ur virout e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag en ur ober diouto, an AOTROU da Zoue a lakaio ac'hanout dreist holl bobloù an douar.