Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 14:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, benerien ha kilvizien evit sevel un ti dezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 14:1
16 Iomraidhean Croise  

ar roue a lavaras da Natan ar profed: Sell, emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h Doue a zo dindan pallinier.


Hiram roue Tir a gasas e servijerien da gavout Salomon, pa ouezas e oa bet olevet da roue e lec'h e dad. Rak Hiram en doa karet David bepred.


Salomon en doa ivez dek mil den ha tri-ugent a zouge ar bec'hioù, ha pevar-ugent mil den a droc'he war ar menez,


Micherourien Salomon, micherourien Hiram hag ar C'hibliz a gizellas hag a gempennas ar c'hoad hag ar vein evit sevel an ti.


Ha bremañ, gourc'hemenn ma vo troc'het din sedrez el Liban, ha va servijerien a vo gant da servijerien. Reiñ a rin dit ar gopr a c'houlenni evit da servijerien, rak te a oar n'eus den e-touez ac'hanomp o c'houzout troc'hañ koad evel ar Sidoniz.


David a ouezas e oa bet startaet gant an AOTROU evel roue war Israel, rak e rouantelezh a oa bet savet uhel abalamour d'e bobl Israel.


Pa voe staliet David en e di, e lavaras da Natan ar profed: Setu emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h emglev an AOTROU a zo dindan pallinier.


David a c'hourc'hemennas dastum an diavaezidi a oa e bro Israel, hag e kemeras en o zouez benerien da gizellañ mein-ben evit sevel ti Doue.


Ha Salomon a niveras dek mil den ha tri-ugent evit dougen ar bec'hioù, ha pevar-ugent mil evit benañ ar vein er menez, ha tri mil c'hwec'h kant evit eveshaat anezho.


Salomon a gasas da gavout Huram roue Tir, da lavarout dezhañ: Gra evidon evel ma ec'h eus graet evit David va zad, o kas dezhañ sedrez da sevel un ti evit chom ennañ.


Hag e rojont arc'hant d'ar venerien ha d'ar gilvizien, ha boued, evajoù hag eoul d'ar Sidoniz ha d'an Diriz, evit degas koad sedrez eus al Liban da vor Jafo, hervez an aotre roet gant Kiruz roue Persia.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan