Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 13:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 David hag holl Israel a zañse dirak Doue a holl nerzh, gant kanaouennoù, gant telennoù, gant lourennoù, gant taboulinoù, gant simbalennoù ha gant trompilhoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 13:8
18 Iomraidhean Croise  

Bremañ degasit din ur soner telenn. Hag evel ma sone ar soner, dorn an AOTROU a voe war Elizea.


Holl Israel a zegasas arc'h emglev an AOTROU gant kriadennoù a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoù hag ar simbalennoù, hag ouzh tregern al lourennoù hag an telennoù.


ganto e oa Heman ha Jedutun, gant trompilhoù ha simbalennoù evit ar re a lakae anezho da seniñ, ha gant binvioù evit Doue; mibien Jedutun a oa porzhierien.


Azaf ar penn, Zakaria an eil, Jeiel, Shemiramod, Jehiel, Matitia, Eliab, Beneja, Obed-Edom, Jeiel. Ganto e oa binvioù, lourennoù ha telennoù, hag Azaf a sone gant simbalennoù.


pevar mil evel porzhierien, pevar mil evit meuliñ an AOTROU gant binvioù en deus graet David evit meuliñ.


Mont a rejont da Jeruzalem gant lourennoù, telennoù ha trompilhoù, betek ti an AOTROU.


ha pa en em zalc'has ouzh sav-heol an aoter al Levited, a oa kanerien, Azaf, Heman, Jedutun, hag o mibien hag o breudeur, gwisket a lin fin, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, ha ganto kant ugent aberzhour o seniñ trompilhoù,


Dibab a ra deomp hon hêrezh, gloar Jakob a zo karet gantañ.  Ehan


disklêriañ er mintin da vadelezh, ha da fealded e-pad an noz,


Pella diouzhin trouz da ganaouennoù, ne fell ket din selaou son da ludoù.


Mouskanañ a reont ouzh son al lud, hag ec'h ijinont binvioù-seniñ evel David.


Goude-se e teui da C'hibea-Elhoim, el lec'h emañ gwarded ar Filistined, hag e c'hoarvezo, pa'z i e kêr, ma en em gavi gant ur vandenn brofeded o tiskenn eus an uhellec'h, o kaout ul lourenn, un daboulin, ur fleüt hag un delenn en o raok, hag e vint o profediñ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan