Lakaat a rejont arc'h Doue war ur c'harr nevez, hag e tegasjont anezhi eus ti Abinadab a oa war ur grec'hienn. Uzza hag Akjo, mibien Abinadab, a rene ar c'harr nevez.
Dre ma ne oac'h ket aze ar wech kentañ, an AOTROU hon Doue a reas un toull-freuz en hon touez, rak n'hon eus ket e glasket hervez ma'z eo urzhiet deomp.
Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.
Bremañ eta kemerit peadra d'ober ur c'harr nevez ha div vuoc'h a ro da zenañ ha n'eus ket bet c'hoazh lakaet warno ar yev, stagit an div vuoc'h ouzh ar c'harr, ha distroit o re vihan d'ar gêr.