Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 13:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ha David a bignas gant holl Israel da Vaala, e Kirjad-Jearim hag a zo e Juda, evit lakaat da bignat ac'hane arc'h Doue, an AOTROU a zo o chom etre ar cherubined, e-lec'h ma vez galvet e anv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 13:6
16 Iomraidhean Croise  

Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus an Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, met em eus dibabet David da vezañ war va fobl Israel.


Hag Ezekiaz a bedas an AOTROU o lavarout: AOTROU Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioù an douar, te ac'h eus graet an neñvoù hag an douar!


D'ar mestr-kaner; salm Azaf; war "Shoshanim-Edud".


An AOTROU a ren, ra greno ar pobloù! Azezet eo etre ar cherubined, ra vrañsello an douar.


Ober a ri din un aoter douar, hag ec'h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc'h, da zeñved ha da ejened. E pep lec'h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da'z kavout hag a vennigo ac'hanout.


Laka evezh ouzhit dirazañ ha selaou e vouezh. Na vez ket disentus outañ rak ne bardono ket ho pec'hed, emañ va anv ennañ.


Me en em gavo eno ganit; hag e lavarin dit, diwar-c'horre al lec'h-a-drugarez a-douez an daou cherubin a vo war arc'h an Testeni, kement holl a c'hourc'hemennin dit evit mibien Israel.


AOTROU an armeoù, Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioù an douar, te ac'h eus graet an neñvoù hag an douar!


Lakaat a raint va anv war vibien Israel ha me o bennigo.


Pa'z ae Moizez e-barzh teltenn an engalv evit komz, e kleve ur vouezh o komz outañ dreist al lec'h-a-drugarez a oa war arc'h an Testeni, a-douez an daou cherubin. Hag e komze gantañ.


Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, Rabba. Ar c'hêrioù-se: div, gant o c'hêriadennoù.


hag en em astenne an harz eus lein ar menez da gavout mammenn doureier Neftoa, hag ez ae da gavout kêrioù menez Efron, hag e plege an harz war-zu Baala, a zo Kirjad-Jearim,


Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c'hêrioù d'an trede deiz. O c'hêrioù a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim.


Ar bobl a gasas eta da Silo, a-belec'h e voe degaset arc'h emglev AOTROU an armeoù, a zo o chom etre ar cherubined. Ha daou vab Eli, Hofni ha Fineaz, a oa eno gant arc'h emglev Doue.


Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gêr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan