Salomon a rene war an holl rouantelezhioù adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt. Degas a raent profoù, hag e voent sujet dezhañ e-pad holl amzer e vuhez.
Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.
Ha David a bignas gant holl Israel da Vaala, e Kirjad-Jearim hag a zo e Juda, evit lakaat da bignat ac'hane arc'h Doue, an AOTROU a zo o chom etre ar cherubined, e-lec'h ma vez galvet e anv.
Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gêr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h.
Tud Kirjad-Jearim a zeuas hag a lakaas arc'h an AOTROU da bignat, hag e kasjont anezhi da di Abinadab war ar c'hrec'h. Hag e santelajont Eleazar e vab evit mirout arc'h an AOTROU .
Pell bras e oa abaoe an deiz ma voe lakaet arc'h an AOTROU e Kirjad-Jearim, ugent vloaz e oa. Hag holl di Israel en em lakaas da huanadiñ war-lerc'h an AOTROU .