Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.
An hini n’en doa resevet nemet un talant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran ez out un den didruez, hag a ved e-lec’h na’c’h eus ket hadet hag a zastum e-lec’h na’c’h eus ket strewet,