Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 13:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, hag e skoas gantañ, dre m'en doa astennet e zorn war an arc'h. Hag e varvas eno dirak Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 13:10
10 Iomraidhean Croise  

Ha David a voe glac'haret rak an AOTROU en doa graet un toull-freuz war Uzza. Hag eo bet anvet betek hiziv al lec'h-se: Perez-Uzza.


Dre ma ne oac'h ket aze ar wech kentañ, an AOTROU hon Doue a reas un toull-freuz en hon touez, rak n'hon eus ket e glasket hervez ma'z eo urzhiet deomp.


Mibien al Levited a zougas arc'h Doue war o skoazioù, gant ar barrennoù, evel m'en doa gourc'hemennet Moizez, hag hervez komz an AOTROU .


Un tan a zeuas a-berzh an AOTROU hag a guzumas an daou c'hant hag hanter-kant den a ginnige ar c'hwezh-vat.


Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.


Jozue mab Nun a c'halvas an aberzhourien hag a lavaras: Dougit arc'h an emglev, ha ra vo seizh aberzhour o tougen seizh shofar e korn tourz dirak arc'h an AOTROU .


Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan