Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 13:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ha David en em guzulias gant pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, ha gant holl renerien ar bobl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 13:1
12 Iomraidhean Croise  

David a zastumas c'hoazh holl dud a-zibab Israel, tregont mil den.


Neuze ar roue a gasas, evit dastum dirazañ holl henaourien Juda ha Jeruzalem.


Ar re-se, a-douez mibien Gad, a voe ofiserien an arme. Unan a-douez ar re zisterañ a dalveze kant, hag an hini brasañ mil.


Pa zistroas da Ziklag, ar re-mañ eus Manase a yeas gantañ: Adnak, Jozabad, Jediael, Mikael, Jozabad, Elihu ha Ziltai, pennoù milieroù Manase.


mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;


Hag ar re zoken a oa tost dezho, betek Isakar, Zabulon ha Neftali, a gasas bevañs war ezen, war gañvaled, war vuled ha war ejened. Kas a rejont boued, bleud, fiez sec'h, rezin sec'h, gwin, eoul, saout ha deñved e-leizh, rak levenez a oa en Israel.


Ha David a lavaras da holl vodadenn Israel: Mar kavit mat, ha mard eo a-berzh an AOTROU hon Doue, kasomp etrezek hor breudeur all a zo o chom en holl rannvroioù Israel, hag ivez etrezek an aberzhourien hag al Levited en o c'hêrioù hag o fabourzioù, evit ma en em zastumint ganeomp,


Salomon a gomzas ouzh holl Israel, ouzh ar pennoù a vilieroù hag a gantoù, ouzh ar varnerien, ouzh holl re vras Israel a-bezh, ar pennoù tadoù.


Neuze ar roue Ezekiaz a savas mintin mat, a zastumas pennoù kêr, hag a bignas da di an AOTROU.


Hep alioù, c'hwitañ a ra ar mennadoù, met gant kalz a guzulierien e vezont startaet.


Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c’hounezas pemp talant all.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan