Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 12:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 A-douez ar C'hadiz, tud kadarn en em dennas e-kichen David d'ar c'hreñvlec'h er gouelec'h, tud a vrezel evit an emgann, ampart da embregañ ar skoed hag ar goaf, heñvel o dremmoù ouzh dremmoù leoned, herrek evel gazeled war ar menezioù:

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 12:8
17 Iomraidhean Croise  

Saül ha Jonatan, hegarat ha plijus en o buhez, n'int ket bet disrannet en o marv. Skañvoc'h e oant eget an erered, ha nerzhusoc'h eget al leoned.


Hag an hini kadarnañ, p'en defe ur galon evel kalon ul leon, a deuzo, rak holl Israel a oar ez eo da dad un den kreñv, hag ez eo tud kadarn ar re a zo gantañ.


Tri mab Zeruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Asael a oa skañv e dreid, evel ur c'hazelenn war ar maezioù.


Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoù bras. Skeiñ a reas war zaou zen eus ar re c'halloudusañ eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h.


David a oa neuze er c'hreñvlec'h, hag e-keit-se e oa gwarnizon ar Filistined e Betlehem.


Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoù bras. Lazhañ a reas daou zen eus ar re c'halloudusañ eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h.


Reoù eus mibien Benjamin ivez a zeuas da gavout David er c'hreñvlec'h.


Joela ha Zebadia mibien Jerokam eus Gedor.


Ezer ar penn, Abdia an eil, Eliab an trede,


Amazia a zastumas tud Juda, hag e renkas anezho dre diegezhioù tadel, dre bennoù a vilieroù hag a gantoù, evit holl Juda ha Benjamin, hag e reas an niveradeg adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h. Hag e kavas tri c'hant mil den a zibab evit mont d'an arme, o tougen ar skoed hag ar goaf.


An hini drouk a dec'h hep ma'z eer den war e lerc'h, met an den reizh en deus fiziañs evel ul leon.


en em denn evel ar yourc'h eus dorn ar chaseour, evel ul labous eus dorn al labousetaer.


Tec'h kuit, va muiañ-karet, evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez, war menezioù al louzoù-frondus.


Savit, kezeg! Lammit, kirri! Ra en em ziskouezo ar re galonek, tud Kush ha Pud a embreg ar skoed, tud Lud a embreg hag a stegn ar wareg.


David a chomas er gouelec'h, e kreñvlec'hioù, hag en em zalc'has war ar menez e gouelec'h Zif. Saül a glaske anezhañ bemdez, met ne voe ket deroet gant Doue etre e zaouarn.


Goude e pignas David ac'hane, hag e chomas e kreñvlec'hioù En-Gedi.


David a douas da Saül. Neuze Saül a yeas d'e di, ha David hag e dud a bignas d'ar c'hreñvlec'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan