Ar Filistined a ouezas e oa bet olevet David evel roue war Israel, hag an holl Filistined a bignas da glask David. David en klevas hag a ziskennas eus ar c'hreñvlec'h.
Goude-se e teui da C'hibea-Elhoim, el lec'h emañ gwarded ar Filistined, hag e c'hoarvezo, pa'z i e kêr, ma en em gavi gant ur vandenn brofeded o tiskenn eus an uhellec'h, o kaout ul lourenn, un daboulin, ur fleüt hag un delenn en o raok, hag e vint o profediñ.
Evel-se holl Israel a glevas lavarout: Saül en deus kannet gwarded ar Filistined, ha zoken Israel a zo deuet kasaus evit ar Filistined. Ar bobl en em vodas e-kichen Saül e Gilgal.
Neuze ez eas Saül hag e dud d'e glask, met lavaret e voe da Zavid a ziskennas ar roc'h hag a chomas e gouelec'h Maon. O vezañ anavezet kement-se, Saül a yeas war-lerc'h David e gouelec'h Maon.