Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kêrioù Juda? An AOTROU a respontas dezhañ: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.
Pignat a rejont dre ar c'hreisteiz hag e teujont betek Hebron, e-lec'h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, mibien Anak. Hebron a oa bet savet seizh vloaz a-raok Zoan en Ejipt.
aketus e vi da lakaat warnout ur roue en devo dibabet an AOTROU da Zoue; lakaat a ri warnout ur roue a-douez da vreudeur, ne c'helli ket lakaat warnout un diavaeziad na vefe ket da vreur.
Mar plij, roit da anavezout ar c'homzoù-mañ da holl bennoù Sichem: Petra a zo gwelloc'h evidoc'h, e renfe warnoc'h dek den ha tri-ugent, holl vibien Jerubbaal, pe e renfe warnoc'h un den hepken? Ho pet soñj ez on hoc'h askorn hag ho kig.