Holl dud Israel eus an draonienn, o welout e tec'hed hag e oa marvet Saül hag e vibien, a zilezas o c'hêrioù hag a dec'has. Hag ar Filistined a zeuas da chom enno.
Evel-se Jozafad hag e bobl a zeuas da gemer o freizh, hag e kavjont e-touez ar c'horfoù marv pinvidigezhioù e-leizh ha traoù prizius, hag e kemerjont kement, ken ne voent ket evit o dougen. Hag e voent tri devezh o tastum ar preizh, rak bras e oa.