Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Danevelloù 10:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 hag holl dud kadarn a savas hag a gemeras korf Saül ha korfoù e vibien d'o degas da Jabez. Sebeliañ a rejont o eskern dindan un dervenn e Jabez, hag e yunjont seizh deiz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Danevelloù 10:12
10 Iomraidhean Croise  

Abram a dreuzas ar vro betek al lec'h anvet Sichem, betek dervenn More. Ar Gananeiz a oa neuze er vro.


Debora, magerez Rebeka, a varvas hag a voe sebeliet izeloc'h eget Betel didan an dervenn a c'halver Allon-Bakuth.


Dont a rejont betek leur Atad, en tu all d'ar Jordan, hag e rejont hirvoudoù bras ha dreistmuzul. Jozef a reas evit e dad ur c'hañv a seizh devezh.


Hag an holl bobl a zeuas evit ober da Zavid kemer un tamm boued, e-pad ma oa c'hoazh deiz; met David a douas o lavarout: Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni mar debran bara pe un dra bennak all a-raok ma vo kuzhet an heol.


Holl Jabez e Galaad a glevas kement o doa graet ar Filistined da Saül,


ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur.


Nakash an Ammonad a bignas hag a gampas a-enep Jabez-Galaad. Holl dud Jabez a lavaras da Nakash: Gra emglev ganeomp, hag e servijimp ac'hanout.


Goude e lavarjont d'ar gannaded a oa deuet: Evel-henn e lavarot da dud Jabez-Galaad: Dieubet e viot warc'hoazh, pa vo an heol en e nerzh. Ar gannaded a zistroas hag a zisklêrias-se da dud Jabez, a voe laouenaet a gement-se.


hag holl dud kadarn a savas hag a gerzhas e-pad an noz. Kemer a rejont korf Saül ha korfoù e vibien diouzh moger Bet-Shan, hag e tistrojont da Jabez, e-lec'h ma tevjont anezho.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan