Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.
Listri Kitim a zeuio a-enep dezhañ, hag e vo digalonekaet, hag e tistroio, hag e fuloro a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio, hag en em glevo gant ar re a zilez an emglev santel.