Evel ma tremene marc'hadourien madianat, e tennjont hag e tapjont Jozef eus ar puñs, hag e werzhjont Jozef evit ugent pezh arc'hant d'an Ismaeliz. Ar re-mañ en kasas d'an Ejipt.
Un niver bras a gañvaled a c'holoio da vro, dremedaled eus Madian hag eus Efa. Dont a raint holl eus Seba, o tegas aour hag ezañs, oc'h embann meuleudioù an AOTROU.
evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war Edom, lemel a ran tud ha loened dioutañ, en lakaan da vezañ ur gouelec'h, eus Teman betek Dedan e kouezhint dre ar c'hleze.
Ha setu un den eus mibien Israel a zeuas hag a zegasas d'e vreudeur ur Vadianadez, dindan daoulagad Moizez hag holl vodadenn mibien Israel, e-pad ma ouelent ouzh digor teltenn an engalv.