Ar roue a c'halvas ar C'habaoniz evit komz outo. Met ar C'habaoniz ne oant ket eus mibien Israel, un nemorant eus an Amoreaned e oant, ha mibien Israel a oa en em ereet en o c'heñver dre le. Koulskoude Saül a glaskas o lakaat da vervel en abeg d'e c'hred evit mibien Israel ha Juda.
Met pa astennas an ael e zorn war Jeruzalem evit he distrujañ, an AOTROU en doe keuz eus an droug-se, hag e lavaras d'an ael a zistruje ar bobl: A-walc'h! Tenn bremañ da zorn! Ael an AOTROU en em zalc'he e-kichen leur Arauna ar Jebuzad.
Manase roue Juda en deus graet an euzhusterioù-se, gwashoc'h eget kement o deus graet an Amoreaned a-raok dezhañ, ha lakaet en deus Juda da bec'hiñ dre e idoloù,
Kavet ec'h eus e galon feal dirazout ha graet ec'h eus gantañ un emglev, evit reiñ d'e lignez bro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, ar Jebuziz hag ar C'hirgazianed. Sevenet ec'h eus da gomz, rak reizh ez out.
Laka evezh d'ar pezh a c'hourc'hemennan dit hiziv. Setu, ez an da gas kuit dirazout an Amoreaned, ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.
Koulskoude em eus distrujet an Amorean dirazo, ma oa e uhelder evel uhelder ar sedrez, hag e greñvder evel hini an derv; distrujet em eus e frouezh en nec'h hag e wrizioù en traoñ.
Lemel a rin o gwad eus o genoù, hag o euzhusted a-douez o dent. Met int ivez o devo evit hon Doue un nemorant a vo evel ur penn e Juda, hag Ekron a vo evel ar Jebuziz.
Lakaat a ri anezho da verz: an Hitited, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz, evel m'en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue,
P'en devo da lakaet an AOTROU da Zoue da vont er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ, ha p'en devo kaset kuit kalz a vroadoù azirazout, an Hitited, ar C'hirgazianed, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz, seizh broad brasoc'h ha kreñvoc'h egedout,
Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .
Jozue a lavaras: Dre gement-mañ e oueziot penaos emañ an Doue bev en ho touez, ha penaos e kaso kuit a-zirazoc'h ar Gananeiz, an Hitited, an Hevianed, ar Ferezianed, ar C'hirgazianed, an Amoreaned hag ar Jebuziz,
Pa voent e-kichen Jebuz, an deiz a oa diskennet kaer, hag ar servijer a lavaras d'e vestr: Deomp, greomp un distro d'ar gêr-se eus ar Jebuziz, ha tremenomp an noz enni.