Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Marc 9:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Hen a respontaz: Gwir eo penaos Elias a dle dond da genta hag e reizo a‐nevez an holl draou; ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo scrivet divar he ben, a dle souffr kalz, ha beza disprizet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Marc 9:12
30 Iomraidhean Croise  

Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a‐berz ar Senatourien hag ar re genta e‐touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz.


Mab an den evit gwir a ia kuit evel ma’z eo bet scrivet divar he ben; mes malheur d’an hini gant pehini e vezo trahisset Mab an den; gwell e vez d’an den‐ze na vije ket bet ganet.


Setu, e pignomp da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, hag e livrint anezhan d’ar Jentiled.


Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, evel ma’z eo scrivet divar he ben, ha great ho deuz dezhan kement a felle dezhe.


Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhe: Mab an den a ia da veza livret etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhan d’ar maro; mes goude ma vezo bet lakeat d’ar maro, e resussito an trede deiz.


Ha te, bugel bihan, e vezi galvet profet an Holl‐C’halloudec; rag kerzet a ri dirag faç an Aotrou, evit prepari he hentchou,


Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat.


Unan euz an dorfetourien a oa crucifiet a insulte anezhan ive, en eur lavaret: Mar d’oud ar C’hrist, en em zaveta da‐unan ha ni ive.


Int eta, o veza holl assambles, a c’houlenne diganthan: Aotrou, hag en amzer‐man eo ec’h adsavi rouantelez Israel?


Ar Jesus‐se eo ar mean hoc’h euz taolet kuit, pa edoc’h o vatissa, hag a zo deuet da veza ar mean kenta euz ar c’horn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan