Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Marc 16:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Hogen Jesus, o veza resussitet diouz ar mintin, ar c’henta deiz euz ar sizun, en em ziskouezaz da genta da Vari Magdalen, euz a behini hen doa kasset kuit seiz drouk‐spered.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 O vezañ adsavet a varv da veure ar c’hentañ deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m’en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Marc 16:9
12 Iomraidhean Croise  

en ho zouez e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes ha Joses, ha mam mibien Zebede.


Bez’e oa ive eno gragez hag a zelle a‐ziabell, e‐touez pere e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam da Jakes ar yaouanka ha da Joses, ha Salome,


Ha Mari Magdalen, ha Mari, mam Joses, a zelle pe leac’h e lakeet anezhan.


Mond a rejont kerkent er meaz euz ar bez, hag e redjont kuit; rag spouronet‐holl e oent hag en eun estlam vraz. Ha na leverjont netra da zen, rag spountet e oant.


Ar re a lavaraz an traou‐ze d’an ebestel a oa Mari Magdalen, Jeanned, ha Mari, mam Jakes, hag ar re all a oa assambles ganthe.


hag ive eun neubeud merc’hed pere a oa bet delivret euz a zrouk‐sperejou hag euz a glenvejou; Mari, galvet Magdalen, euz a behini e oa sortiet seiz drouk‐spered;


hag e velaz daou eal gwisket en gwenn, azezet unan ouz ar pen, hag egile ouz an treid, el leac’h ma oa bet gourvezet corf Jesus.


D’an deiz kenta euz ar sizun, pa oa an diskibien dastumet evit terri ar bara, Paol, pehini a dlie mond kuit an deiz varlerc’h, a brezege dezhe, hag ec’h astennaz he brezegen beteg hanter‐noz.


D’an deiz kenta euz a bep sizun, ra lako pep hini ac’hanoc’h a‐gostez en he di eun dra‐benag, o tastum ar pez a hello, hervez he c’hounidegez, evit na vezo ket ar gest da ober, pa erruin.


Ravisset e oenn a spered da zeiz an Aotrou, hag e kleviz adre d’in eur vouez vraz, evel hini eun drompil,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan