Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Marc 12:24 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Ha Jesus a respontaz, hag a lavaraz dezhe: Ha n’oc’h‐hu ket en errol, dre na anavezit ket ar Scrituriou, na galloud Doue?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Jezuz a respontas dezho: Ha n’emaoc’h ket en dallentez, dre n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Marc 12:24
25 Iomraidhean Croise  

Mes Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: En errol emoc’h, o veza na anavezit ket ar Scrituriou, nag ar galloud euz a Zoue.


Mes Jesus, o sellet outhe, a lavaraz: Kement‐se a zo impossubl d’an dud, mes n’eo ket impossubl da Zoue; rag pep tra a zo possubl da Zoue.


Er resurrection eta, pa resussitint, da behini euz ar re‐man e vezohi greg? rag ho seiz ho deuz bet anezhi evit pried.


Rag pa vezo ar resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez priejou; mes beza e vezint evel an elez a zo en env.


Rag n’euz netra impossubl da Zoue.


Rag n’ho doa ket c’hoas comprenet ar Scritur a lavar e ranke Jesus resussita a‐douez ar re varo.


Furchal a rit ar Scrituriou, rag enhe e sonjit kaoud ar vuez eternel; hag int eo a rent testeni ac’hanoun;


Ar re‐man ho doe santimanchou kaeroc’h eged an dud euz a Dessalonika; receo a rejont buhan ar Ger, ha bemdez e studient ar Scrituriou, evit gwelet ha gwir e oa kement a glevent.


Hogen, kement tra a zo bet scrivet gwech all, a zo bet scrivet evit hor c’helenadurez, evit ma hor bezo esperans, dre ar batianted hag ar gonsolation a zeu euz ar Scrituriou.


ha petra eo brazder immans he c’halloud en hor c’henver‐ni, pere a gred, hervez ar vertuz euz an nerz euz he c’halloud,


pehini a chencho hor c’horf vil, evit ma teui da veza henvel ouz he gorf glorius, hervez ar galloud hen deuz da lakaad pep tra da blega dezhan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan